Kaoz a vez eus Europa ar Reter pe Retereuropa pa gomzer eus broioù a zo e reter Europa. War dachenn an douaroniezh e reer gant an dro-lavar-mañ dreist-holl. Gant menezioù an Oural emañ harzoù reter Europa, gant ar C'haokaz he harzoù er gevred.
War an dachenn sevenadurel e c'haller gwelout Europa ar reter ivez, sevenadurioù ha yezhoù ar broioù-se (slavek dreist-holl) o vezañ damheñvel an eil ouzh egile.
Ha war an dachenn bolitikel a c'hall bezañ bodet ar stadoù, heritourien ma'z int eus "Broioù ar Reter" a veze kaoz anezho da vare ar brezel yen pa oa rannet Europa e daou. Tout ar stadoù-se a oa izili pe dindan beli an URSS, a-raok na oa aet ar rideoz houarn da get e 1989.
Ur roll berr eus stadoù Europa ar reter a c'haller kaout da gentañ eta :
Stadoù all a vez lakaat ouzhpenn a-wechoù.
E-keñver Europa ar reter e gaver Europa ar C'hornôg, met bez' e vez ivez kaoz eus Europa an Norzh hag Europa ar Su.
|
|