Un evaj, pe un died, pe ur boeson a zo kement dourenn mat da evañ.
En o zouez e c'heller zoken resisaat died alkoolek gant alkool ennañ, pe er c'hontrol died dialkoolek, died tomm pe died yen, died gazek (aezhennek).
E brezhoneg koulz hag e galleg e c'heller kaozeal eus boesonioù alkoolek hep lavar ar ger alkoolek e troioù lavar zo : "pa veze boeson gantañ"[1] "died kreñv", "d'ho tied"=yec'hed mat, "dilezel an evaj"=paouez da evañ alkool, "bezañ kollet, poazh gant ar boeson"=bezañ mezvier, "kaout gwall voeson"=bezañ drouk goude evañ diedoù alkoolek[2].
Orin an evajoù eo an dour, a zo an hini nemetañ rediet evit buhez Mab-den gour hag an holl voudoù bev. Bronneged vihan a ev laezh o mamm e lodenn gentañ o buhez. Dour a zo ennañ avat. Dour a vez kavet mui pe vui en holl evajoù mod-all.