Ezra

Engravadur eus Danevelloù Nürnberg 1493

Ezra (en hebraeg, עזרא, Ezra)[1] a oa ur beleg hag ur skrib yuzev bet kaset gant roue Persia d'ober un enklask war stad Jeruzalem da sikour distro ar Yuzevien d'o bro er Vvet kantved kent JK.

Abaoe dismantr Jeruzalem gant Nevouc'hadnesar (587 kent JK) ha harlu ar Yuzevien e oa an darn vrasañ eus an harluidi o chom e Babilon hag en he zrowardroioù.

E 539 kent JK e teuas Koresh, roue Persia da aloubiñ Babilon.

E 538 kent JK ec'h embannas ur skrid a roe aotre da dud Israel da zistreiñ d'o bro ha da gas ganto an teñzorioù bet kemeret gant Nevouc'hadnesar hag an holl vadoù a c'hellfent kas ha da adsevel an Templ.

Graet e voe an distro e lies gwech ha ne zisjrojont ket holl .

Ar re gentañ renet gant Zeroubavel (Zorobabel) a gavas diaesterioù, skoilhoù hag enebiezh zoken. Dont a rejont a-benn koulskoude en un nebeud bloavezhioù harpet gant urzhioù Dariavesh ha skoazell ar Yuzevien chomet e bro an harlu.

Kaset e voe Ezra, beleg ha skrib, gant Artashashta (Atakserkses), roue nevez Persia, da Jeruzalem evit ober un enklask diwar-benn stad ar gêr hag ar vro ha seveniñ kement tra a selle ouzh adsav lezennoù Israel.

Mont a reas gantañ ur strollad bras a harluidi ha kas a reas da benn ar gefridi fiziet ennañ. Adreizhañ a reas al lezennoù (da skouer lezennoù a dimeziñ peogwir e oa dimezet Yuzeveien gant merc'hed estren (Ez 9-10)

Damvesket eo e istor gant hini Nehemia ha diaes eo lavarout ar mare resis m'en deus sevenet e gefridi. Kontet eo e Levr Ezra an Tanac'h.

E troidigezh Gwilh ar C'hoad (1897) e kaver Esdras evit Ezra[2].

  1. {br}Troidigezh An Tour-Tan, levrenn 4, p 341)
  2. (br) Troidigezh Gwilh ar C'hoad, p407

Developed by StudentB