E relijion Henroma, Februus ("ar glanaer") a oa doue ar c'hlanidigezh.
Azeulet e veze ivez gant an Etrusked evel doue ar c'hlanidigezh, an isved, ar marv hag ar binvidigezh, evel ma veze Pluton.
Marteze ez eo troet Februus da Febris, doueez an derzhienn (febris e latin), pa veze lakaet an derzhienn da c'hlanaerez ar c'horf.
Eus an anv « Februus » e teu anv berrañ miz ar bloaz, Februarius, miz C'hwevrer, ma veze dalc'het gouelioù ar c'hlanidigezh anvet Februa ha Februalia.
Marteze ivez e oa anvet Februus en enor da Februa an Etrusked, pe d'ar Februalia pe Februatio, lid an emwalc'hiñ ha glanaat da vare an nevezamzer. Miz Februus e oa Februarius (eus Februa), ha diwar-se anv C'hwevrer.
Kement-se a c'hoarveze da goulz al Lupercalia, lidet en enor d'an doue Faunus hag ivez d'ar vleizez a vagas Romulus ha Remus, ma veze graet aberzhoù hag abadennoù emc'hlanaat. Se zo kaoz e veze droukvesk alies an daou zoue, Faunus ha Februus, gwelet evel un doue hepken.