Hervez al listennoù a gaver en aviel Mazhev ( 10, 2), en hini Mark (3,18) hag en hini Lukaz (6, 14) e oa Filip unan eus an Daouzek, an ebestel bet dibabet gant Jezuz evit mont d'e heul. Lakaet eo bet war roll ar sent gant an iliz katolik.
Arabat droukveskañ ar Filip-mañ, abostol, gant ar Filip diagon a gaver e Oberoù an Ebestel (da skouer 8, 26).