Force India | |
---|---|
Bro | India |
Renerien ha blenierien | |
Prezidant | Vijay Mallya |
Rener | Andy Green |
Blenierien | 27 Nico Hülkenberg 11 Sergio Pérez |
Blenierien esaeoù | James Rossiter |
Arouezennoù teknikel | |
Kastell-karr | Force India VJM07 |
Keflusker | Mercedes-Benz V8 |
Bandennoù-rod | Pirelli |
Disoc'hoù | |
Bloavezhioù o redek | Abaoe 2008 |
Priz Bras kentañ | Aostralia 2008 |
Niverenn ar Prizioù Bras | 93 |
Trec'hioù | 0 |
Plasoù pol | 1 |
Podiomoù | 1 |
Troioù gwellañ | 2 |
Titloù ar saverien | N'eus ket |
Titloù ar vlenierien | N'eus ket |
Ur skipailh Formulenn 1 eo Force India, pe Sahara Force India Formula One Team. Krouet e 2008 gant an den afer Vijay Mallya, en doa adprenet Spyker F1 Team[1] ha Michiel Mol evit 90 milion €, e red gant un aotre indianat er c'hevezadeg 201 gant ar vlenierien Paul di Resta hag Adrian Sutil. Emañ o chom e Silverstone e Bro-Saoz hag un diskennad Jordan Grand Prix eo.
Merket a oa bet poentoù kentañ e Belgia e 2009 gant ur podium graet gant Giancarlo Fisichella, goude ur plas pol graet an deiz a-raok. Echu eo ar redadeg evit Fisichella 2l a-dreñv Kimi Räikkönen. Abaoe ar redadeg-se a verk alies Force India poentoù hag ur skipailh bras eo evit ar re a zo e-kreiz ar gael.