Frankeg

Ar yezhoù frankek en Europa
  • ██ Rannyezhoù izelfrankek an Izelvroioù.
  • ██ Rannyezhoù izelfrankek Alamagn.
  • ██ Frankeg ripuar.
  • ██ Frankeg ar c'hreisteiz.
  • Ar frankeg e oa yezh ar Franked. Hiziv eo un anv roet d'un toullad rannyezhoù germanek, en Alamagn, Belgia, Bro-C'hall, ha Luksembourg.

    Hervez an istor e lakaer ar frankeg, pe ar yezhoù frankek e stroll yezhel an alamaneg izel. Hiziv e reer gant an anv-se da envel rannyezhoù eus broioù bet poblet gant ar Franked. Servij a ra ivez da dreiñ ar ger alamanek "fränkisch", da lavarout eo eus Frankonia, ur vro a deu hec'h anv eus pobl ar Franked, tre evel Frankreich pe Francia, pe France.


    Developed by StudentB