Galianed (Galates "Kelted" e galianeg; Gallii e latin, ar pezh a zo ur berradur dismegañsus[1]; Γαλάται (Galátai) en henc'hresianeg) a veze graet gant ar Romaned eus tud Galia, anezho pobloù kentistorel hag a gomze ur yezh keltiek en Europa ar C'hornôg, e broioù a zo deuet da vout Belgia, Bro-C'hall (en hanternoz d'ar Garona), lez kleiz ar Roen en Alamagn, Suis, hag Italia an hanternoz (Gallia cisalpina) adalek Oadvezh an arem, en IIl milved kent JK. Kalz pobloù galian a oa, ha ne oa nemet ar yezh hag ar relijion ouzh o unvaniñ.