Galleg



Galleg
(Français)
Stadoù ma'z eo bet lakaet ar galleg da yezh ofisiel
Perzhioù
Komzet e : Bro-C'hall Bro-C'hall
Banniel Belgia Belgia
Suis Suis
Kanada
Rannved : Europa
Komzet gant : 321 milion
yezh vamm: 81 milion
Renkadur : 13
Familh-yezh : Indez-europek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Bro-C'hall, Belgia, Suis, Kanada hag 21 vro arall
Akademiezh : • Académie française
• [[Délégation générale à la langue française
et aux langues de France]]
• Service de la langue française (Belgia)
• Office québécois de la langue française
• Conseils supérieurs de la langue française
de France, de Belgique et du Québec
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 fr
ISO 639-2 fra
ISO 639-3
Kod SIL FRA
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar galleg (français, /fʁɑ̃.sɛ/ (selaou ) pe /fʁɑ̃ˈse/ (selaou )) zo ur yezh romanek gant ur substrat galianek hag ur superstrat frankek. Cheñchet en deus diouzh e du, diwar youl tolpadoù tud ouiziek (evel tud ar Pléiade) pe ensavadurioù (evel an Académie Française). E kerentiad ar yezhoù gallek-ha-romanek emañ ar galleg. Pa veze kaozeet ur bochad yezhoù eus a bep seurt familhoù er Vro-C'hall (hag a vez graet patois « trefoedaj » anezhe gant dismegañs, pe c'hoazh langues régionales « yezhoù rannvro », hag a c'haller dispartiañ etre div familh vras, yezhoù oïl en hanternoz, yezhoù ok er c'hreisteiz, hag a zo ul lodenn ag ar familh okitanek-ha-katalanek pe okitanek-ha-romanek), nend eo ar galleg, hag a oa yezh al Lez, nemet ur meskaj lennegel a lod anezhe, re oïl dreist-holl, hini Enez Frañs da gentañ penn.


Developed by StudentB