Gaz

Ur skeudenn eus an doare ma c'hall ar molekulennoù gaz fiñval, dizalc'h an eil e-keñver eben.

Ar gaz a zo unan eus an teir (pe peder) stad a c'hall kemer ar materi (ar reoù all eo al liñvenn, ar solud, ha d'o heul e lakaer ar plasma a-wechoù ivez). Ar gaz a gemer stumm al lestr a zalc'h anezhañ ha kreskiñ ha digreskiñ a ra e ec'honad pa wasker pe pa ziwasker anezhañ. Er gaz e c'hall ar molekulennoù fiñval dieub an eil e-keñver eben (n'emañ ket kont evel-se gant al liñvennoù m’emañ kenstag laosk ar molekulennoù hag ar soludoù ma vezont stag start kenetrezo). Gazoù "pur" a zo (evel an neon) (atomennoù hiniennel hepken), "elfennel" (evel an hidrogen) (molekul graet gant atomennoù eus ar memes seurt), pe neuze "kenaozet" (meur a seurt atom disheñvel a-gevret evit ober pep molekulenn) (da skouer: an dioksidenn garbon).


Developed by StudentB