Ur geotdebrer a zo ul loen (ur bronneg, un amprevan, ur pesk...) a zo struzh, ha n'eo ket kig, e voued boas.
Tud a zo ( debrerien struzh a reer anezho) hag a chom hep debriñ kig: koulskoude n'eo ket ur geotdebrer eo an Den. Met meur a c'heotdebrer a zebr vioù ouzhpenn.
E-touez ar geotdebrerien, ouzhpenn ar re ne zebront nemet geot pe hogos, e kaver ul lodenn anezho a zo frouezhdebrerien (ne zebront nemet frouezh) hag ul lodenn all a zo deildebrerien (ne zebront nemet delioù).
N'eo ket undoare nag unseurt magadurezh ar geotdebrerien, kemm a ra hervez ar mareoù eus ar bloaz, ha hervez ar struzh a c'hellont kavout.
E-touez ar bronneged e c'heller ober an diforc'h etre ar geotdebrerien unanstomog hag ar geotdebrerien liesstomog :