Glin

S. D. G.[1] ur glin
Heñveldra, blivet

Ar glin eo an div genvell a liamm eskern ar vorzhed ouzh re ar c'har : an eil etre askorn ar vorzhed hag ar skin, eben etre askorn ar vorzhed hag ar padelleg, an askorn balirek a anver penn-glin ivez. Brasañ kenvell korf an den eo ar glin.

Aesaet eo fiñvoù ar c'har gant ar glin, dre ma pleg d'he c'has war-dreñv betek kil ar vorzhed ; ne c'hall ket ar glin kas ar c'har war-raok ker pell avat, un nebeud kantimetroù hepken. Gouest eo ar glin da dreiñ un tammig, muioc'h war tu-dastum an troad (war-du ar gaol) eget war e du-skarzh (war-du an diavaez).

  1. Skeudenn dre zasson gwarellel.

Developed by StudentB