| |||||
Kan broadel Nunarput utoqqarsuanngoravit Nuna asiilasooq | |||||
Yezhoù ofisiel | Greunlandeg | ||||
Kêr-benn | Nuuk | ||||
Penn ar stad | Frederik X roue Danmark | ||||
Kentañ Ministr | Múte Bourup Egede | ||||
Gorread
|
2 166 086 km² 83,1% | ||||
Poblañs | 56 661(01/07/2022)[1] | ||||
Stankter | 0.026 den/km² | ||||
Statud politikel | Demokratelezh emren e Danmark abaoe 2009. | ||||
Moneiz | Krone | ||||
Kod war ar Genrouedad | .gl | ||||
Kod pellgomz | 299 | ||||
Enezenn vrasañ ar bed eo Greunland (greunlandeg : Kalaallit Nunaat ; daneg : Grønland), tost da Veurvor Arktika. War-dro 81% eus he gorread zo goloet gant skorn. Gant se emañ an annezidi o chom e kreisteiz ar vro.
Trevadennet e voe Greunland gant tud deuet eus Norvegia. E-pad meur a gantved e voe stag ouzh ar rouantelezh unanet a oa Norvegia ha Danmark ouzh hec'h ober. Hag e 1814 e chomas e dalc'h Danmark, pa voe distaget Norvegia diouzh Danmark. Dont a reas Greunland da vezañ ul lodenn da vat eus Rouantelezh Danmark e 1953. Gant parlamant Danmark (ar Folketing) e voe roet ur statud emrenerezh (hjemmestyre) d'ar vro d'ar 1añ a viz Mae 1979, ha lakaet e voe da dalvezout er bloavezh war-lerc'h. D'an 21 a viz Mezheven 2009 e voe lakaet da emrenoc'h c'hoazh[2][3].
Rouanez Danmark, Margrethe II, eo penn ar Stad.