Hanouka (en hebraeg :חנוכה, hanūkkah)[1] pe gouel an Dedi pe gouel ar Gouleier a zo bet savet evit lidañ glanedigezh an Templ goude emsavadeg Youdas Makabai enep Antioc'hos Epifan e 164 KJK kontet e Levrioù ar Vakabeed, levrioù eilkanonel an testamant Kozh. Gwelout Kentañ Levr ar Vakabeed hag Eil Levr ar Vakabeed.