Hekto (aroueziet h) zo ur rakger eus ar sistem etrebroadel (SI) a dalv 102, da lavarout eo kant. Dre se e talv an hektometr 100 metr, an hektolitr 100 litr, hag all.
An hektar (evit hekto-ar) eo an unanenn nemeti a laka an o dibenn da steuziañ.
Degemeret e voe ent ofisiel e Bro-C'hall gant lezenn ar 7 a viz Ebrel 1795.
Dont a ra eus ar gresianeg έκατόν kant.
yokto | zepto | ato | femto | piko | nano | mikro | mili | kanti | deki | 1 | deka | hekto | kilo | mega | giga | tera | peta | egza | zeta | yota |