Rann eus | Milky Way subgroup, Strollad Lec'hel |
---|---|
Studiet gant | galactic astronomy |
Parent astronomical body | Sagittarius A* |
Galaxy morphological type | SBbc |
Arouezenn Unicode | 🌌 |
Hent-sant-Jakez, Bali Sant Jakez pe c'hoazh Karront-sant-Jakez eo anv ar c'halaksienn m'emañ koskoriad an Heol (hag an Douar). Gallout a reer gwelet ul lodenn anezhi pa ne vez ket goloet an oabl ha pa vez bihan ar gouleier, en trovanoù peurgetket, dindan stumm ur vandenn sklaeroc'h en oabl diouzh an noz. Abalamour m'emaomp enni, war he lez da vezañ resisoc'h ez eo diaes goût petore stumm he deus d'ar just. Gouzout a reer avat ez eo heñvel a-walc'h ouzh galaksienn Andromeda. Ur c'halaksienn droellennek eo eta, met diaes eo goût hag eñ ez eo ur c'halaksienn droellennek ordinal pe ur c'halaksienn droellennek sparlet, rak bout a ra en he c'hreiz ur varrenn vihan dizoloet e 1991. Diaes eo ivez gouzout peseurt troellenn eo (a, b pe c hervez derez digoradur ar brec'hioù) peogwir ne c'haller ket gwelet hor galaksienn diouzh an diavaez. Arguzennoù disheñvel a bouez evit brec'hioù kentoc'h serret (b) pe kentoc'h digor (c). Termenet eo eta evel ur c'halaksienn eus ar seurt S(B)bc.
Stumm ur bladenn he deus dre vras, dezhi 25 000 parsec[1] treuzkiz gant ur voull er c'hreiz, kelc'hiet e-unan gant ur rodenn sferek 30 kiloparsek treuzkiz, rouesoc'h ar stered enni. War-dro 140 miliard a stered zo enni, an heol en o mesk. He zolz a vefe meur a kantad miliard a dolzioù Heol.
Ne veze roet an anv « Hent-Sant-Jakez » nemet d'al lodenn eus hor galaksienn a c'haller gwelet gant an daoulagad da gentañ,ar vandenn arwenn-se a weler en oabl diouzh an noz hag zo treset gant pladenn ar c'halaksienn, met implijet e vez bremañ da envel holl hor galaksienn.
Lec'h an Heol er c'halaksienn |