Hijraed

Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


An termen hijraed (unader hijra, diwar an hindeg: हीजड़ा /hi:dʒɽα:/) a ra dave da dud an trede rev e sevenadur India. Roet e vez dezhe anvioù disheñvel e lec'hioù zo eus ar vro, da skouer khusra, khoti pe chakka e Pandjab hag en norzh dre vras hag aruvani e Tamil Nadu.

Ar hijraed a zo tud bet ganet gant korf gourel pe reizhadel met deuet war-lerc'h da gaout un identelezh benel pe amc'hourel, da lâret eo treuzrevel.

Sevel a reas an hijraed diwar sevenadur an hindouegezh met kavet e vez hijraed islamek ivez.

Evit dont da vezañ ur hijra e vev un den en ur familh evel chela ("studier") dindan beli ur c'hourouez ("kelennerez") eveit deskiñ penaos ober gant holl perzhioù ar maouezed hervez patromoù ar gevredigezh. Kas a ra a-benn ar fin d'ul lid ma vez spazhet an hijra nevez. War a seblant ne vez ket spazhet an holl hijraed, met ma vez dizoloet e vezont skarzhet er-maez eus ar gumuniezh. Tabut zo ivez war ar fed ma lâr tud zo e vefe rediet tud da dont da vezañ hijraed ha spazhet e vefent dre heg, daoust ma ma vez lâret e vez graet gant asant pep hini gant fennoù an hijraed o-unan.

An darn vrasañ eus ar hijraed a vev war marzoù ar gevredigezh, gante ur statud izel-tre hag o c'hounez o zamm buhez pe dre aluzen pe diwar labouarat evel gisti. Kemer a reont perzh ivez e lidoù relijiel zo, evel euredoù pe ganedigezh paotred.

En em vodaet o deus meur a hijra evit derc'hel penn rak ar riskl da vont da vezañ komtamet gant ar Azoniad hangaezivig arzeuat (HAZA) dre labourat evel gisti.


Developed by StudentB