Hirder vogalennek

Er yezhoniezh e vez implijet an termen hirder vogalennek (saoz.: vowel length) war dachenn ar fonologiezh hag ar fonetik evit komz eus ar fed ma c'hell ur vogalenn bezañ distaget hir pe hiroc'h.

Kavet e vez alofonennoù hir e meur a yezh hag ur perzh fonemek eo an hirder vogalennek e meur a yezh all dre ar bed ma talvez da lakaat an diforc'h etre gerioù peurheñvel a-hend-all, en o zouez an alamaneg, an arabeg, ar brezhoneg, ar fidjieg, ar finneg, an hawaieg, an hindeg, an hungareg, ar japaneg, al latin, ar sañskriteg, an taieg, an tchekeg hag ar vietnameg

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed avat ne ra diforc'h fonologel ebet etre vogalennoù hir ha vogalennoù berr. Pa vez graet un diforc'h etre hirder ar vogalennoù e vez lakaet ar c'hemm dreist-holl etre vogalennoù berr diouzh un tu ha vogalennoù hir diouzh an tu all evel e brezhoneg. Kalz raloc'h avat eo ar yezhoù, an estoneg en o zouez, a ziforc'h etre tri derez hirder.


Developed by StudentB