An holen a zo ur maenad kloridenn sodiom (NaCl) dreist-holl hag a zo ret evit ma vefe buhez war an douar, met a-nebeudadoù. Fall e teu da vezañ d'al loened ha d'ar plant pa vez re anezhañ.
Un temz-boued eo ivez, unan eus ar re goshañ hag ar re voutinañ er bed. Implijet e vez ivez evit ar salerezh, a zo un doare da virout ar boued.
Meur a stumm zo d'an holen a lakaer er boued : holen-taol puraet pe get, e meur a vent, blaz ha liv. Eztennet eo gant an den eus ar mor pe an douar, abaoe pell.