|
Dizemglev war an dermenadurezh
An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.
|
Un termen o tennañ d'an revelezh denel eo an hollreizhelezh hag a ra dave da garout pe/ha klask kaout darempredoù reizhel gant tud all, pe paotred pe mer'ched e vefent hep ma vefe a-boiuez evite nag o rev nag o reizh. Ur tuadur reizhel eo kentoc'h evit ur stad-den revel (pe "identelezh" revel), daoust ha ma c'hell bezañ liammet kentetreze an daou dra..
Disheñvel eo an hollreizhelezh diouzh an divrevelezh ha a ra dave d'unan bennak hag a gar ha/pe a glask kaout darempredoù gant paotred ha merc'hed.
En un daore ledanoc'h e talvez ivez da deskrivañ tud hag a gar tud, kizrevel pe treuzrevel hep ober an diforc'h kenetreze.
Gant tud zo e vez graet an diforc'h etre "hollrevelezh" ha "hollreizhelezh":
- hollrevelezh (saozneg: pangender): ober a ra dave da dud na fell ket dezhe deskrivañ o stad-den revel hervez patromoù daouduel ar gevredigezh, da lâret eo pe evel paotred pe evel merc'hed. Evit lod e talvez bezañ liesrevel, da lâret eo gant meur a stad-den revel (pe identelezh revel) war un dro, hag evit lod all e talvez bezañ neprevel, da lâret eo hep rev resis ebet. Disheñvel eo diouzh an dreuzrevelezh rak ne fell ket d'an dud kemmañ o identelezh revel.
- hollreizhelezh (saozneg: pansexual): obera ra dave an termen-mañ da duadur revel pe reizhel an dud, da Làret eo tud a gar pe ha/pe a glask kaout darempredoù reizhel gant tud all hep ober van d'o identelezh revel.