Huitzilopochtli

E Mitologiezh an Azteked, Huitzilopochtli (Huītzilōpōchtli /wiːt͡siloːˈpoːt͡ʃt͡ɬi/ e nahouatleg klasel, distagadur e nahouatleg a vremañ ) a oa doue ar brezel, Doue an Heol, an aberzhioù tud, ha patrom keoded Tenochtitlan. Doue meuriad ar Vec'hikaed, anvet ivez Azteked, eus Tenochtitlan e oa ivez. Kalz doueed e panteon an Azteked a oa douget da garout ur stumm bennak eus ar brezel. Anavet e oa Huitzilopochtli avat evel doue pennañ ar brezel. Dre ma oa doue patrom ar Vec'hikaed e veze lakaet war e gont an trec'hioù koulz hag ar c'holloù war an dachenn emgann[1]. Ret e oa d'ar bobl ober aberzhioù dezhañ da wareziñ an Azteked diouzh an noz peurbadus[2]. Implijout a rae Xiuhcoatl, an naer dan, evel arm, ar pezh a ziskouez e oa liammet ouzh an tan ivez.

Evel m'o doa merzet ar gonkistadored e-pad aloubadeg Mec'hiko (envel a raent an doue Huichilobos) e veze stank an aberzhioù tud e-barzh lidoù relijion an Azteked. Dalc'het e veze al lidoù-se alies hag e temploù niverus er vro a-bezh, ha pa vezent sevenet e veze aberzhet meur a hini bemdeiz en ur memes templ[3].

  1. Bernal Diaz de Castillo, The True History of the Conquest of New Spain p. 206. Diaz a lavar e voe roet diouzhtu an urzh da aberzhiñ un niver a indianed d'an doue brezelour Huitzilopochtli pa oa klevet anv eus trec'h Cortez war tud Cholulla.
  2. Kay Almere Read, Mesoamerican Mythology: A Guide to the Gods, Heroes, Rituals, and Beliefs of Mexico and Central America, Oxford, p. 193}}
  3. Bernal Diaz del Castillo, The True History of The Conquest of New Spain, ISBN:978-1-60384-817-6

Developed by StudentB