Ida († 559 pe 560) mab da Eoppa, a oa kentañ roue Bernikia, ur rouantelezh angl e reter Enez Vreizh, adalek 547. Gantañ e vije bet savet kreñvlech Bamburgh.
Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz e oa mab da Eoppa, a oa mab da Esa, fa oa mab da Ingwi, a oa mab da Angenwit, a oa mab da Aloc, a oa mab da Bernic (diwar an anv-se eo e teu an anv Bernikia), a oa mab da Brond, a oa mab da Bældæg, a oa mab da Woden, hendad an holl rouaned angl-ha-saoz hervez an hengoun, par d'an doue Odin.
En Historia Brittonum, gant Nennius, §57, e lenner anv e rouanez, ha hini e bevarzek mab (pa lavarer en doa bet daouzek)
En XVIIIvet ha XIXvet kantved e kavas da istorourien zo, evel Lewis Morris, e oa Ida ha Fflamddwyn ar memes den. Ar Fflamddwyn-se a zo bet meneget evel ar roue angl a vrezelie ouzh Urien Rhegedhag ouzh e vab Owain, an hini en lazhas.