Inizi Friz an Hanternoz zo ur strollad enezennoù e Mor an Hanternoz, dispartiet diouzh an douar-bras gant Mor Wadden, a-hed aodoù hanternoz Alamagn ha kreisteiz Danmark. Emañ an inizi alaman e Kreis (arondisamant) Nordfriesland, e Schleswig-Holstein. Emaint ivez e Park broadel Mor Wadden.
An inizi danat en em astenn a-hed aod Jutland, en hanternoz d’an inizi alaman, zo e rannvro Syddanmark. Bremañ ne vez kaozeet frizeg nemet en inizi alaman, ken e virer an anv Inizi Friz an Hanternoz evito.
Enez Helgoland, zo kalz pelloc’h diouzh an douar-bras, a gonter ivez e-touez Inizi Friz an Hanternoz.