Isberg

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Daou isberg. An hini dehoù a zo a-stumm gant ur wareg.

Un isberg[1] pe skorngrec'h[2] (saozneg iceberg, diwar an nederlandeg ijsberg, "menez-skorn") a zo ur yoc'h dour dous skornet war-neuñv er mor, distaget diouzh ur skorneg.
Dre vras ne vez nemet un 10-15% eus an isberg o tispakañ a-us da c'horre ar mor, ha gwall zañjerus e c'hallont bezañ evit ar merdeiñ, evel ma c'hoarvezas er bloaz 1912 gant al lestr-treizh Titanic, a yeas d'ar strad goude bezañ aet a-benn en un isberg.

Savadenn luc'hskeudennoù evit diskouez lodenn veuzet un isberg.
  1. Kreizenn ar Geriaouiñ, Geriaoueg Geografiezh, 1990, p.18.
  2. Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1185a, Dictionnaire classique français-breton René Le Gléau (1988), levrenn V, p. 1778, Geriadur Ménard, 2012, p. 699.

Developed by StudentB