מדינת ישראל (Medīnat Yisra'el) دولة إسرائيل (Dawlat Isrā'īl) | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel | הַתִּקְוָה (HaTikvah "An Esperañs") | ||||
Gouel Broadel | יום העצמאות (Yom Haʿatzmaout "Deiz an Dizalc'hidigezh"), ar 5 a viz Iyar (etre Ebrel ha Mae) | ||||
| |||||
| |||||
Kêr-benn ha kêr vrasañ |
Jeruzalem (hervez Stad Israel) Tel Aviv (hervez ABU) | ||||
Yezhoù | |||||
Melestradur | |||||
Prezident | Isaac Herzog (יצחק הרצוג) | ||||
Kentañ ministr | Benjamin Netanyahu (בִּנְיָמִין נְתַנְיָהוּ) | ||||
Parlamant | Kneset (כנסת) | ||||
| |||||
Moneiz | Shekel (₪) | ||||
Douaroniezh | |||||
Gorread | 20 991 km² 2% dour | ||||
Poblañs | 9 043 387 (2023) | ||||
Stankter | 331 ann./km² | ||||
Titouroù all | |||||
Kod-marilh | IL | ||||
Pellgomz | +972 | ||||
ccTLD | .il, ישראל. |
Israel, Stad Israel en un doare ofisiel, (hebraeg : מְדִינַת יִשְׂרָאֵל, Medīnat Yisrā'el, [me̞diˈnät jisʁäˈʔe̞l] ; arabeg : دَوْلَة إِسْرَائِيل, Dawlat Isrāʼīl, [dawlat ʔisraːˈʔiːl]) zo ur Stad er Reter-Nesañ bevennet gant ar Mor Kreizdouar. En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev, anezhi hêrez an “Israel” viblek. Ar Stad nemeti eo gant ar muianiver a boblañs yuzev. An hebraeg eo he yezh (an arabeg zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo.
Goude bezañ disklêriet un disentez gant ABU e 1947 diwar-benn Palestina fiziadour ez eo bet disklêriet e 1948 bezañs "ur Stad yuzev war Eretz Israel" gant David Ben Gourion, penn an Aozadur Sionad ar Bed ha gant Ajañs Yuzev evit Palestina. En deiz war-lec'h e voe arsailhet Israel gant broioù arabek tro-dro, evit sikour Arabed ar Balestina. Meur a vrezel zo bet kenetrezo abaoe ar pezh a gas Israel da ac'hubiñ Sisjordania, Ledenez Sinai etre 1967 ha 1982, Bandenn Gaza hag Uhelgompezenn ar Golan.