Istor Kembre

Krugell Bryn Celli Ddu, ur gambr-vez eus Nevezoadvezh ar Maen, en Enez Mon.
Rouantelezhioù Kembre er Grennamzer.
Ar monumant e koun Llywelyn ap Gruffudd, e Cilmeri.

Istor Kembre a c’haller lakaat da gregiñ pell-pell zo. Tud Neandertal a oa o vevañ er pezh a anver bremañ Kembre 230 000 bloaz zo, d’an nebeutañ[1]. Kalz aspadennoù eus Krennoadvezh ar maen, Nevezoadvezh ar maen hag Oadvezh an arem a gaver e Kembre. Da vare Oadvezh an houarn e oa annezet ar vro, evel ar braz eus Enez Vreizh gant Brezhoned hag a gomze predeneg, ur yezh keltiek.

Er bloavezh 43 e teuas ar Romaned da aloubiñ Enez Vreizh. Brezel a-enep Karatakos hag ar Silured 49-51. Argadenn war Enez-Vôn, ha lazhadeg an drouized, 60-61. Brezel a-enep pobloù kreisteiz Bro Gembre, 74-78. Brezel a-enep pobloù hanternoz Bro Gembre, fin 78.

Goude trec’het an Ordovices gante e 79 e oant mistri war ar vro. Neuze e voe krouet proviñs Britannia.

Kuitaat Enez Vreizh a reas ar Romaned er Vvet kantved ha dont a reas Angled ha Saksoned da aloubiñ an enezenn ha d’ober o annez enni. Bountet e voe ar Vrezhoned war-zu ar c’hornôg ha rannet e voent an eil re diouzh ar re all. Kembre e voe ar gumuniezh vrasañ a zeuas war wel evel-se hag hiviziken e voe sellet outi evel ur bobl disheñvel diouzh ar Gelted all hag a oa er mervent (Kerne-Veur) hag en hanternoz (Hen Ogledd).

Savet e voe meur a rouantelezh vihan er vro, ur wech aet ar Romaned kuit. "Roue ar Vrezhoned" a veze graet eus an hini galloudusañ eus ar roueed-se. Hag a-bennadoù e c’halle an eil pe egile astenn e c’halloud war broioù all eus Kembre.Met dre vras ne voe gouest hini ebet anezho da unvaniñ tud Kembre en ur vro hepken e-pad pell. Abalamour d’ar brezelioù etre ar rouantelezhioù-se ha da nerzh ar rouantelezh saoz, o amezegez, hag a glaske kreskiñ he domani war-zu ar c’hornôg, e kouezhas tamm-ha-tamm lodennoù eus Kembre etre krabanoù Kurunenn Bro-Saoz. E 1282 e voe lazhet Llywelyn ap Gruffudd, diwezhañ priñs Kembre dieub, gant ar Saozon hag aloubet e voe Kembre a-bezh gant armeoù ar roue Edouarzh I. Diwar neuze e voe roet an titl a "Briñs Kembre" da vab henañ roue pe rouanez Bro-Saoz.

Kastell Harlech, unan eus ar c’hastilli savet gant Edouarzh Iañ Bro-Saoz, ur wech aloubet Kembre gantañ.

Meur a emsavadeg a voe e Kembre goude-se, koulskoude, a-enep ar galloud saoz. An hini ziwezhañ e voe hini Owain Glyndŵr, e penn kentañ ar XVvet kantved. Er XVIvet kantved, dindan ren ar roue Herri VIII, e voe embannet un toullad lezennoù, etre 1535 ha 1542, a oa o fal lakaat ar velestradurezh saoz da dalvezout e Kembre, hag evel-se krouiñ ur rouantelezh unanet. Dindan galloud Bro-Saoz e chomas Kembre pa voe unanet ar rouantelezhioù saoz ha skosat da sevel Rouantelezh Breizh-Veur, e 1707, pe diwezhatoc’h pa voe savet Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon, e 1801. Derc’hel a reas tud Kembre d’o yezh ha d’o sevenadur avat, daoust dezho bezañ sujet da c’halloud Londrez. Pouezus-bras e voe evit se embannadur kentañ ar Bibl e kembraeg, troet gant William Morgan, e 1588, dre ma roas d’ar gembraegerien skouer ur yezh lennegel[2].

En XVIIIvet kantved e c’hoarvezas daou dra o devoe levezon vras war buhez Kembreiz : an adsav metodour kembreat, a lakaas kalz tud da dreiñ kein ouzh an Iliz anglikan saoz, hag an Dispac'h greantel. E-kerzh an XIXvet kantved en em ledas ar greanterezh e gevred Kembre, harpet gant an araokadennoù teknikel. Gant greanterezh ar glaou hag an houarn e kreskas trumm ar boblañs eno, gant kalz tud o tont eus an diavaez[3]. En XXvet kantved e krogas an obererezhioù-se da vont war an diskar avat. Er c’hantved-se ivez e voe klevet muioc’h-mui a dud o komz eus Kembre evel ur vroad hag eus emrenerezh. Dont a reas Strollad al Labour da vezañ ar gostezenn bolitikel bouezusañ, e-lec’h ar Strollad Frankizour, er bloavezhioù 1940. Hag er bloavezhioù 1960 ez eas ar gostezenn vroadelour Plaid Cymru war-raok. Dre ur referendum e 1997 e voe aprouet gant ar voterien ar soñj da sevel ur parlamant emren evit Kembre ha dilennet e voe kannaded kentañ ar Vodadenn Vroadel e 1999.

  1. John Davies, A History of Wales, p. 3., Penguin Books, 1994, ISBN 0-14-014581-8
  2. John Davies, The Welsh Academy Encylopaedia of Wales, p. 572, University of Wales Press, 2008. ISBN 978-0-7083-1953-6.
  3. Gwyn A. Williams, When was Wales?: a history of the Welsh, p. 174, Black Raven Press, 1985, ISBN 0-85159-003-9

Developed by StudentB