Jakez, mab Zebedea (abostol)

Sant Jakez an Henañ, hervez Albrecht Dürer e 1516
Sant Jakez an Henañ, hervez Rembrandt e 1661

Jakez an Henañ pe ar C'hoshañ (hebraeg: יעקב בן־זַבדַי‎ Ya'akov Ben-Zebdi; aramaeg: Ya'akov Bar-Zebdi; gresianeg: Ἰάκωβος; spagnoleg: Santiago el Mayor, Santiago Matamoros), zo unan eus an daouzek abostol o deus heuliet Jezuz Krist, ha « Jakez, mab Zebedea » , a vez graet anezhañ en Testamant Nevez. Mab eo da Zebedea eta ha da Mari Salome.

Breur henañ an abostol Yann eo, ha Jakez an Henañ, pe ar C'hoshañ a vez lavaret anezhañ abalamour da se, hag evit lakaat kemm etre eñ hag an abostol all « Jakez mab Alfe ». Eus Jakez hag e vreur Yann e vez graet ar Boanerges anezhe o-daou er Bibl, da lavaret eo « Mibien ar gurun » (Mazhev IV:21-22).

E-touez ar re gentañ eus an Ebestel e oa, hag unan eus ar re dostañ da Jezuz. Gant Pêr ha Yann e oa er mareoù a-bouez, da vare an treuzneuziañ war Menez an Olivez ha da goulz e varv.


Lakaet eo bet da sant gant an Iliz katolik.


Developed by StudentB