Juno

Ur pennad Juno (disheñvelout) zo ivez.

Iuno (e latin), pe Juno, pe Junon, a oa un doueez, rouanez an doueed, war un dro c'hoar ha pried Yaou, e relijion Roma gozh. Hera eo hec'h anv e relijion Hellaz kozh.

Yaou ha Juno, gant Annibale Carracci.

Doueez ar briedelezh e oa (Iuno Pronuba), diwallerez ar maouezed.

Diwar hec'h anv e teufe anv ar miz anvet junius e latin, hervez Ovidius, a oa pevarvet miz ar Romaned, hag a glot gant Mezheven hiziv e brezhoneg.


Developed by StudentB