Jurassic Park (film)


Jurassic Park zo ur film skiant-faltazi sevenet e 1993 gant Steven Spielberg, diwar ar romant Jurassic park savet gant Michael Crichton e 1990 hag a reas berzh. C'hoarvez a ra an darvoudoù war un enezenn faltaziek e-maez Costa Rica, Isla Nublar, ma sav skiantourien un dachenn c'hoarioù gant dinosaored gwirion klonet diwar TDN. John Hammond (Richard Attenborough), PPR hag ijiner an dachenn, a bed ur strollad skiantourien, c'hoariet gant Sam Neill, Jeff Goldblum ha Laura Dern hag un avokad (c'hoariet gant Martin Ferrero), da weladenniñ an dachenn evit kaout an aotre da zigeriñ anezhañ d'an holl a-benn lakaat touristed da zont buan. Koulskoude un esae laeroñsi gant ijinour urzhiataerezh an dachenn, en deus laeret kellidoù dinosaored evit o gwerzhañ, a ro an tu d'an dinosaored da dec'het diouzh o c'hlozioù tredanaet. Ret eo d'an avokad, d'an tri skiantour ha d'un nebeud teknikourien klask chom bev. An avantur zo lakaet da vezañ dramatekoc'h c'hoazh gant bezañs daou vugel yaouank tener, bugale vihan ar PPR en deus bet c'hoant d'o lakaat da zont da welet e oberenn daoust ma ne oa ket bet prouet c'hoazh e oa asur surentez an dachenn.



Developed by StudentB