Kaoter

Kaoter ispilhet en un oaled en ur gegin a wechall.
Kaoter vihan da boazhat ar polenta en Italia.

Ur gaoter (eus ar ger latin caldarium, kibelladenn domm) , pe chidhouarn, pe chaodourenn zo ul lestr, pe endalc'her, a vent vras, didroad pe troadek, a dalvez da aozañ boued war an tan, en un oaled peurvuiañ, gwechoù zo ouzh un drezenn-bod pe gwechoù all war un trebez, met e-maez an tier kenkoulz all.

Graet e vez pod-houarn ( pe "pothouarn" pe c'hoazh "potarn" e gwenedeg) peurvuiañ eus listri brasoc'h eget ur chidhouarn. Soudarded ar brezel 14 a rae "potarnoù" eus an obusoù brasañ[1].

  1. Gwelit Kammdro an Ankou gant Loeiz Herrieu, passim : "Lenn a raomp àr ar gazetoù e kouezh potarnoù àr Bariz !"

Developed by StudentB