Ur gourhent kostez Berkeley , Kalifornia , e 2005
Velo Karl Benz (1894 )
Ur c'harr-tan , pe karr-dre-dan , pe tangarr , pe karr hepmuiken, pe gwetur , zo ur c'harbed gant rodoù hag ur c'heflusker , a dalvez da gas tud d'al lec'h ma fell dezho mont.
Peurvuiañ e termener ar c'hirri-tan evel karbedoù :
a zo graet da ruilhal war hentoù ;
a zo lec'h enno evit eizh den d'ar muiañ. Gant gerioù all e reer pa vez muioc'h a dud (karr-boutin , bus ) ;
a zo peder rod warno peurvuiañ; pa vez nebeutoc'h pe vuioc'h e reer gant gerioù all : divrodegoù eo ar re gant div rod da skouer ;
a zo graet evit dougen tud dreist-holl ha sammoù skañv gant ; pa vez kaset marc'hadourezh dreist-holl e reer anv eus sammgirri pe kirri-samm.
Er yezh pemdez e reer alies gant "karr" e-lec'h "karr-tan" met talvezout a ra ar ger-se ivez evit karbedoù stlejet gant kezeg pe gant loened all.
An niver a girri a vez dre 1000 den, hervez ar broioù (2011 )