Ar Gatoligiezh, pe relijion gatolik, a zo ur rann eus ar Gristeniezh roet da welet gant an Iliz katolik ha savadurioù anezhi. He dogmoù hag he fennsturiennoù a zo diazezet war An Testamant Kozh hag An Testamant Nevez. O vezañ ma 'z eo ar Gatoligiezh ur relijion gristen e vez diazezet war buhez ha kelennadurezh Jezuz-Krist. Un iliz eukaristik an hini eo ha krediñ a ra hec'h izili e bezañs Jezuz-Krist e Sakramant an Aoter. Diwar kelennadurezh Tadoù an Iliz hag ar senedoù-Iliz evel hini Trento (1545-1563), hini Vatikan I (1870) pe hini Vatikan II (1962-1965) e vez sturiet an Iliz-se. Evit ar Gatoliked, ar Skritur Santel hag an Hengoun a vez red kelenn ha kehelañ anezho.
Perzh pouezusañ an Iliz Katolik a vez anaoudegezh vat graet da aotrouniezh ar Pab, an aotrou 'n Eskob a Rom, warlerc'hiad Sant Per. Bodet e vez er Gatoligiezh Iliz Katolik ar C'hornog hervez al liderezh latin hag ilizoù katolik ar Reter.
Diouzh ar sifroù roet gant Rom hag embannet bep bloaz er Britannica Book of the Year, bez e vefe 1 131 milion a dud badezet en Iliz katolik. En o mesk, ouzhpenn 600 milion a dud en Amerika ha 275 milion en Europa. Er re-se ziwezhañ e vez kontet an 10 milion bennak a dud a zo katolik hervez liderezh ar Reter.
Da gentañ ne oa kaoz nemet eus kristeniezh, met adalek marevezh ar brotestantiezh, er XVIvet kantved e komzer eus katoliked, ha n'eo ket eus kristenien hepken. Evel ma weler mat e-barzh ar C'hredo, an Iliz a zo katolik evit tud an Ortodoksiezh, ivez.
Un diforc'h a vez red ober etre ar Gatoligiezh hag an Iliz Katolik. Ar ger-mañ a denn d'ar savadurioù ha d'an dud.