Kemeridigezh ar Bastille | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Dispac'h Gall | |||||||
La Prise de la Bastille, gant Jean-Pierre Houël (1789). | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Etre 688 betek 1000 trevour emsavet armet; 61 gward c'hall; 5 pezh kanol d'an nebeutañ | 114 soudard (82 soudard kozh, 32 gward Suis Rejimant Salis-Samade); 30 pezh kanol | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Pierre-Augustin Hulin Stanislas Maillard | Bernard-René Jourdan de Launay | ||||||
Kolloù | |||||||
93 lazhet, 15 marvet goude gloazadenn, 73 gloazet | 1 lazhet er stourm; 113 prizoniet (6 pe 8 lazhet goude kodianañ) |
Kemeridigezh ar Bastille (galleg: prise de la Bastille), hag a oa bet d'ar 14 a viz Gouhere 1789 e Pariz, a oa bet unan eus darvoudoù pennañ an Dispac'h gall.
E-pad an devezh-se e voe taget toull-bac'h ar Bastille gant emsaverien, evit an hengoun istorel e voe ar c'hentañ wech ma oa bet pobl Pariz o kemer perzh da vat er reveulzi ha neuze er vuhez politikel gall.
Ar sez hag ar godianidigezh eus al lec'h-kreñv roueel a oa bet e-kerzh ur mare amsklaer e-keñver ar galloud gouarnamantel, gant ur grizenn ekonomikel drastus ha dre an dipit a oa bet gant Emvod ar Stadoù meur. Kannaded an Trede-Urzh a oa bet talet outo hag o c'houlennoù kemmadurioù hag a oa en em vodet evel Bodadeg Bonreizhañ. Ar bobl e Pariz a zo kounaret dre dilez Necker (embannet d'an 12 a viz Gouhere gant ar c'hazetenner Camille Desmoulins) ha dre ma oa bet bodet bagadoù goprsoudarded a orin estren e-kichen kêr Pariz.
Ar c'hreñvlec'h na oa difennet gant ur c'hant soudard nemetken (a orin eus Suis hag alaman) ar re-se o devoa lazhet ur c'hant bennak a argadourien. Evit an difennerien ne voe c'hwec'h marvet nemetken, an hini brudetañ ar Gouarnour Bernard-René Jourdan de Launay. Brud politikel an darvoud a voe kalz ledanoc'h evit na oa voe pouezh an darvoud ennañ e-unan dreist-holl war an dachenn milourel. Ar brud a voe graet dre ma oa an toull-bac'h hini ar roue Loeiz XVI, eno e c'helle bezañ kaset tud dre c'hoant ar roue nemetken. Ur simbol e oa da galloud hollveliek ar ren. Kodianidigezh ar Bastille a saozanas pe a entanas e Bro-C'hall, en Europa ha betek Impalaeriezh Rusia.