Iskevrennad eus | telecommunications network |
---|---|
Deiziad krouiñ | 29 Her 1969 |
Anvet diwar | internetworking |
Erlec'hiañ a ra | Bildschirmtext |
Studiet gant | communication studies, media studies, interaction science |
Dizoloer pe ijiner | Vint Cerf, Bob Kahn |
Istor | history of the Internet |
Pleustret gant | internaut |
Implijet gant | internaut |
A implij | Internet Protocol |
Complies with | Internet Protocol |
Tikedenn Stack Exchange | https://superuser.com/tags/internet, https://serverfault.com/tags/internet, https://networkengineering.stackexchange.com/tags/internet, https://unix.stackexchange.com/tags/internet, https://security.stackexchange.com/tags/internet |
Bob Kahn |
J. C. R. Licklider |
Ivan Sutherland |
Douglas Engelbart |
Steve Crocker |
Ray Tomlinson |
Louis Pouzin |
Vint Cerf |
Sir Tim Berners-Lee |
Marc Andreessen
|
Ar Genrouedad[1], pe Internet, zo ur rouedad urzhiataerel bedel. Diazezet eo war daou gomenad kehentiñ, TCP (Transmission Control Protocol) hag IP (Internet Protocol) lakaet asambles dindan an anv TCP/IP. Implijet e vez evit dispakañ meur a servij war skramm evel al lizheroù elektronek ("posteloù" e brezhoneg) hag ar World Wide Web.
Evit ma vo luget an holl ardivinkoù a zo war ar rouedad ez eus bet savet ur reizhiad chomlec'hioù gant sifroù arabek, a anver "chomlec'h IP". Pep ardivink e vez roet dezhañ ur chomlec'h IP neuze, a zo un heuliad sifroù ; padus pe war ar prim e vez ar chomlec'hioù IP, hervez an doare ardivink. Posupl eo ivez reiñ ur chomlec'h da neb en deus ezhomm. Ar chomlec'hioù o deus daou stumm, unan sifraouet a vez komprenet gant an ardivinkoù o-unan, hag unan all e gerioù lizherennet ha komprenapl d'an holl : 192.168.1.1
pe br.wikipedia.org
, da skouer.