Kensonenn etredent

Lec'hioù distagañ
Gweuz
Diweuz
Gweuz-gouel
Gweuz-drek-logigoù
Gweuz-logigoù
Gweuz-dent
Kurunenn an teod
Teod-gweuz
Etredent
Dent
Logigoù
Beg an teod
Lavnenn an teod
Logigoù-staon
Drek-logigoù
Rak-staon
Kilbleg
Kein an teod
Staon
Gweuz-staon
Gouel
Hugenn
Hugenn-ankoue
Gwrizienn an teod
Gargadenn
Ankoue-gargadenn
Ankoue
Tarzh

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn etredent (saoz.: interdental consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti an teod hag an dent da lec'h distagañ pennañ, da lâret e vez silet lavnenn an teod etre an dent ha stekiñ a ra ouzh an dent.

Diforc'het e vez ar c'hensonneoù etre dent diouzh ar c'hensonennoù dent dre ma vez distaget ar c'hensonennoù etredent dre silañ an teod etre an dent, kit ha ma stok an teod ouzh kein an dent uhelañ pa vez distaget ur gensonenn dent.

Hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetik etrbroadel e c'heller implijout ur sin diakritek ispisial evit diskwel emañ distaget etre an dent ur gensonenn bennak, da skouer [n̪͆], daoust ha ma vez implijet aliesoc'h ar sin a dalvez da verkañ kensonennoù kevig dirak, da skouer [n̟].

Daoust ha ma vez deskrivet ar sonennoù [ð, θ] kavet er c'hembraeg (skrivet <th> ha <dd>) hag ar saozneg (skrivet <th> o-div) da skouer, evel kensonennoù dre daravat etredent, da lâret eo /ð̟, θ̟/, e gwirionez e vezont distaget peurliesañ evel kensonennoù dent.

Ral a wezh e vez implijet kensonennoù etredent rik gant yezhoù ar bed evel fonemennoù ha mar bez anezhe ne vezont ket enebiet ouzh ar kensonennoù dent war ar live fonemek.

Kavet e vez un [l̟] etredent e rannyezhoù italianek 'zo hag e darn vrasañ yezhoù Aostralia e kaver kensonenoù etredent rik distaget gant lavnenn an teod skrivet th, nh hag ivez a-wezhoù lh.


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Developed by StudentB