Kensonenn gweuz-dent dre stlakat

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn gweuz-dent dre stlakat mouezhiet treuzskrivet [ѵ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 123.

Kavet e vez ar fonenn-mañ e yezhoù komzet e Kreiz Afrika dresit-holl, en o zouez ar c'heraeg ("kera") hag ar mangbetoueg (mangbetu).

Ral eo ar son-mañ e-touez ar c'hesnonennoù dre stlakat dre ma n'eo ket ur son r-heñvel.

Alies a-walc'h e vez implijer un arouezenn ad hoc evit treuzskrivañ ar son-mañ el [v̆] pe c'hoazh implijet gant Joseph Greenberg. E 2005 e oa bet degemeret ez-ofisiel gant al LFE an arouezenn [ѵ] diwar goulenn Dr. Kenneth S. Olson:


Developed by StudentB