Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn gweuz-gouel (saoz.: labial-velar consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn kendistaget ganti an diweuz ha gouel ar staon da lec'hioù distagañ pennañ war un dro.
Peurliesañ e kaver kensonennoù gweuz-gouel enne un elfenn gensonennel dre serriñ mui un elfenn gensonenn fri, da skouer [k͡p, g͡b, ŋ͡m].
Kavet e vez ivez kensonennoù gweuz-drekstaon dre strakal, d.s. [k͡p’], hag ivez dre entarzhañ, d.s. [ɠɓ].
Peurliesañ e vezont treuzksrivet oc'h implijout ur waregig evit diswel e talvez an div lizherenn d'ur fonemenn nemeti. A-wezhoù e vez implijet ereadurioù evit treuzskrivañ seurt sonennoù daoust ha ma ne vezont ket anavezet ez-ofisiel an arouezennoù-se gant al lizherenneg fonetikel etrebroadel, da skouer::
Evel ma tiskwel ar skouerioù-mañ tennet diwar an eggoneg e talvez seurt kensonennoù kendistaget da gensonennoù eeun dre ma c'hellont bezañ enebiet ouzh an hevelep elfennoù kensonennel an eil war-ler'ch eben evel fonemennoù distag an eil diouzh eben:
Kensonenn eeun | Div gensonenn renk-ouzh-renk | ||
---|---|---|---|
pom | flastrañ | kba | keviañ |
abu | ur c'hi | bga | lazhañ |
aku | ur gambr | ak͡pki | ur stomok |
gom | terriñ | g͡bga | malañ |
k͡pu | mervel | kpu | to kneel |
g͡bu | degouzhout | gba | to divide |
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |