Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn gwrizienn an teod (saoz.: radical consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti gwrizienn an teod er gorzailhenn da lec'h distagañ pennañ.
Isrannet e vez al lec'h distagañ-mañ e daou islec'h distagañ resisoc'h:
A-wezhoù e vez renket ar c'hensonennoù troc'h-avel e-touez ar c'hensonennoù distaget gant gwrizienn an teod ivez, met e gwrionez n'o deus lec'h distagadur all ebet estreget o fonadur.
Krouet e oa bet an nevezc'her "kensonenn gwrizienn an teod" evit resisaat an termen re ledan e ster "kensonenn gourlañchenn" implijet dre vras evit n'eus forzh peseurt kensonenn distaget er gorzhailhenn, hag evit gallout lakaat ar c'hemm neuze etre "kensonenn gourlañchenn uhelañ", da lâret eo kensonennoù gourlañchenn rik diouzh un tu ha "kensonenn gourlañchenn izelañ, da lâret eo "kensonennoù ankoue" diouzh an tu all.
Kensonennoù | Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn | |||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout. |