Kensonenn rak-staon

Lec'hioù distagañ
Gweuz
Diweuz
Gweuz-gouel
Gweuz-drek-logigoù
Gweuz-logigoù
Gweuz-dent
Kurunenn an teod
Teod-gweuz
Etredent
Dent
Logigoù
Beg an teod
Lavnenn an teod
Logigoù-staon
Drek-logigoù
Rak-staon
Kilbleg
Kein an teod
Staon
Gweuz-staon
Gouel
Hugenn
Hugenn-ankoue
Gwrizienn an teod
Gargadenn
Ankoue-gargadenn
Ankoue
Tarzh
Lec'hiadur korf an teod e-keñver al logigoù dent hag ar staon

Er yezhoniezh e vez implijet an termen kensonenn rak-staon (saoz.: alveolo-palatal consonant) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur gensonenn ganti diadreñv al logigoù dent hag ar staon da lec'hioù distagañ pennañ war un dro, da lâret eo e stok beg an teod ouzh diadreñv al logigoù dent keit ha ma vez tostaet lavnenn an teod ouzh ar staon.

Disheñvel eo ar c'hensonennoù rak-staon ouzh ar c'hensonennoù drek-logigoù dre ma vezont distaget gant lavnenn an teod kentoc'h evit beg an teod ha disheñvel int ivez diouzh ar ruzennoù kilbleg hag ar c'hensonennoù isbeg an teod dre ma touch muioc'h eus korf an teod ouzh ar staon.

Kavet e vez kensonennoù rak-staon e mandarineg hakaeg, ha woueg komzer e Sina hag ivez en abc'hazeg, poloneg, ruseg, oubic'heg, japaneg, koreaneg ha serbeg. Gant ar c'hanaoreg (pe kinnauri) e vez implijet friennoù rak-staon ivez.


Setu ar c'hensonennoù rak-staon pennañ gant bep o arouezenn hervez reolennoù treuzskrivañ al lizherenneg fonetikel etrebroadel: :


LFE Deskrivadur Skouer
Yezh Stumm skrivet LFE Ster
Kensonenn rak-staon dre daravat divouezh Sinaeg mandarinek 小 (xiǎo) [ɕiɑu˨˩˦] "bihan"
Kensonenn rak-staon dre daravat mouezhiet Poloneg zioło [ʑɔwɔ] "geotenn"
ʨ Kensonenn rak-staon dre fic'hal divouezh Serbeg кућа (kuća) [kuʨa] "ti"
ʥ Kensonenn rak-staon dre fic'hal mouezhiet Japaneg jishin [ʥiɕĩɴ] "kren-douar"


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.

Developed by StudentB