Kenwerzh tric'horniek

Ar c'henwerzh etre Afrika, Amerika hag Europa.
Lodennoù ar C'henwerzh tric'horniek
Penaos e veze graet ar berniañ morianed (stowage e saozneg) en ul lestr morianeta saoz.

Ar c'henwerzh tric'horniek a vez graet eus un hent kenwerzh dre ar meurvor Atlantel a oa adal ar XVvet kantved betek an XIXvet kantved. Tri forzh pe penn a oa d'an hent-se setu perak e vez kaoz eus un tric'horn.

Dre an hent-se e veze eskemmet sklaved eus Afrika ha produioù Amerika etrezek Europa. Un hent doare tric'horn damheñvel a oa dija, lesanvet volta do mar. Implijet e veze gant Portugaliz, a-raok beaj Kristol Goulm. Implijet e veze evit mont eus an Inizi Kanariez betek an Azorez. Kristol Goulm en doa astennet an hent evit reiñ an tu da Europiz da dizhout Amerika.

An tenn Atlantel a implije un hent tridoubl treuzatlantel evit ober eskemmoù – anvet a-gozh Kenwerzh tric'horniek – a oa ebt etre Europa, Afrika, hag an Amerikaoù ha padet etre ar XVIvet kantved hag an XIXvet kantved. Al labourerien eus Europa a leunie bigi o loc'hañ eus Europa gant madoù savet en Europa evit eskemm anezho e Kornôg Afrika a-enep sklaved. Ar re-se a oa oa kaset ebtek an Amerikaoù, dreist-holl e Brazil hag Inizi Karib. E Kornôg Afrika, an Europeiz a eskemme pe gwerzhe madoù (fuzuilhoù, poultr, bravigoù, gwer...) eus Europa d'ar werzherien sklaved pe roueed afrikan. Goude-se e oa dezouget ar sklaved, ha peurrest ar madoù eus Europa, betek an Amerikaoù hag eno e oa gwerzhet ar sklaved kement hag ar madoù eus Europa da berc'hennerien ar plantadegoù. Ar varc'hadourien a brene danvezioù na oa ket en Europa evel ar sukr ha kaset ganto betek trevadennoù Norzhamerika (deuet da vezañ Stadoù-Unanet Amerika), eno ar varc'hadourien a werzhe peurrest ar madoù europat hag ar sklaved, kement hag ar sukr hag ar melaz prenet e Suamerika d'ar brenerien war blas. Evit echuiñ e oa prenet ganto madoù Norzhamerikan da vezañ gwerzhet en Europa, evel ar butun, sukr, kotoñs, rhum, riz, koad framm, ha krec'hin loened.

Evit an niver a sklaved bet dezouget ar broioù pennañ a oa ar Rouantelezh-Unanet, Portugal ha Bro-C'hall.


Developed by StudentB