Deiziad krouiñ | 1939 |
---|---|
Perzhiad e | Eil Brezel-bed |
Brezel | Eil Brezel-bed |
Graet e vez ar Gevredidi[1] eus ar broioù bodet a-enep d'an Ahel e-pad an Eil Brezel-Bed. Trec'h int bet hag en ur mod eo bet aozet ar bed a-vremañ ganto diwar an trec'h-se. E-pad ar brezel e veze graet alies ar Broadoù unanet anezhe ivez, daoust ma reer gant an anv-mañ hiziv evit komz eus Aozadur ar Broadoù Unanet, savet gante pa zeuas ar peoc'h en-dro.
E-touez Stadoù ar Gevredidi edo Stadoù-Unanet Amerika, ar Rouantelezh-Unanet hag URSS. « An Tri Bras » a veze graet eus an teir broad-se[2]. A-wechoù e lakaer ouzhpenn Republik Sina (1912-1949) e-mesk pennoù pouezus an emglev-se. Ar prezidant Franklin D. Roosevelt, oc'h ober anv eus an Tri Bras hag eus Sina, a gomze eus ar « pevar archer »[3].