Kiribati (distaget [ˈkiɾibas] e kiribateg), ent-hir Republik Kiribati (Ribaberika Kiribati e kiribateg, Republic of Kiribati e saozneg), zo ur riez enezek eus ar Meurvor Habask gant 32 atoll hag un enezenn gouralek ouzh hec'h ober ; 811 km² eo gorread douaroù ar Stad, strewet war 3 500 000 km² avat. Da 108 145 a dud e save ar boblañs e miz Gouere 2017. Tarawa Teinainano, en atoll Tarawa, eo ar gêr-benn.