Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Ar c'hitesurf, anvet kiteboard pe flysurf ivez hervez ar broioù, zo ur sport mor ma riskler war ur plankenn surf a vent vihan pe ur plankenn twintip (heñvel eo a-raok hag a-dreñv) sachet gant ur sarpant-nij (kite e saozneg) anvet askell.
Sturiañ a reer, war-bouez ur varrenn, un askell sachañ zo ugent pe tregont metr diouzh ar plankenn. stag eo an askell ouzh ar varrenn diwar-bouez div pe pemp linenn. Peurliesañ e vez c'hwezus an eskell hag o deus peder linenn. Un nebeud eskell o deus bremañ ur pempvet linenn evit kaout muioc'h a surentez hag a aezamant.
Krouet e oa ar c'hiteurf e 1960 met n'eo nemet e 1984 ez eus bet diskleriet ur breved evit un askell c'hwezus (evit ma n'afe ket d'ar strad pa gouezh en dour) gant Dominique ha Buno Legegainoux. Bez ez eus muioc'h-mui a blankennoù a zo graet gant kompozit : solutoc'h ha neuze gwelloc'h ar plankenn. Ar c'hitesurf a zeu da vezañ brudetoc'h-brudetañ abaoe dizoloadur ar snowkite.