Klik diweuz

LFE – niverenn 176
LFEunicode ʘ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA O\
Selaou
Klik diweuz moug

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik dre diweuz treuzskrivet [ʘ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 176.

Daoust ha ma oa bet implijet e-pad 50 vloaz a-raok d'an nebeutañ e oa bet degemeret an arouezenn-mañ ez-ofisiel gant al LFE e 1979.

Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù diweuz implijet evel fonemoù gant ar yezhoù touek (tuu) hag er ǂhõã komzet e Botswana nemetken. Kavet e vez ivez ur c'hlik diweuz en ur ger nemetken e hadzaeg hag e luc'haj lidel an damineg komzet en Aostralia.

An damineg eo ar yezh nemeti e-touez holl yezhoù ar bed ma vez implijet ur c'hlik diweuz ezgresivel.

Kendistaget e e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:


Developed by StudentB