Klik kevig a-gostez

LFE – niverenn 180
LFEunicode ǁ
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA |\|\
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar c'hlik kevig a-gostez treuzskrivet [ǁ] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 180. Betek 1989 e veze skrivet [ʖ].

Ur familh klikoù eo ar c'hlikoù dent implijet evel fonemoù en un nebeud familhoù yezh komzet en Afrika nemetken. Kavet e vez stank klikoù kevig a-gostez er yezhoù koiek-sanek dreist-holl hag ivez, dindan o levezon ar re se, en un nebeud yezhoù ngouniek ("nguni") komzet war o zro, da skouer ar zouloueg hag ar xhosaeg .

Kendistaget e e vez ar c'hlik-mañ atav evel-hen, da skouer:

Gant ar ǃxũũ komzet e Namibia e kkaver ur c'hlik a-gostez all treuzskrivet [|||] da c'hortoz. Er yezh-se ez eo e gwirionez ar klik dent ur kensonenn kevig pe kevig-dent distaget gant tavnenn an teod ([ǁ̻]) enebiet ouzh ar c'hlik drekkevig distaget gant beg an teod treuzskrivet [ǁ] (resisoc'h: {{IPA|[ǁ̺]})


Developed by StudentB