Kontelezh Wrecsam

Wrecsam.
Dourbont Pontcysyllte,
damdost da gêr Wrecsam.

Wrecsam (Bwrdeistref Sirol Wrecsam e kembraeg) zo ur bwrdeistref sirol e biz Kembre, da lavarout eo ur gontelezh krouet e 1996 en-dro da gêr Wrecsam. 134 800 a dud a oa o chom enni e 2011. An hanter anezho zo o chom er benngêr, ar re all er c'hêrioù bihan tro-dro pe war ar maez.

A-raok 1996 e oa un distrig anvet Wrexham Maelor, hag ennañ un nebeud kumuniezhioù eus Glyndŵr - e Clwyd.

Er gontelezh ez eus un darn eus reter Sir Ddinbych kozh, ha div gumun eus Sir y Fflint kozh, Maelor Saesneg ha Marford a Hoseley.




Developed by StudentB