A-wezhioù e reer eus Krennoadvezh an Arem (1500-1200 kent JK), « Oadvezh an arem gwirion ». En em ledañ a ra sevenadur protokeltiek ar c'hrugelloù da Europa a-bezh.
Kreskiñ a ra ar bevennoù etre renkadoù disheñvel ha renkad ar vrezelourien a gemer ar renk kentañ er gevredigezh. Dont a ra ar gevredigezh da vezañ muioc'h-mui uheldadel ha cheñch a ra a-grenn al lidoù-kañv (bezioù hinienel). Merkañ a ra ar prantad-se ar vevenn wirion etre Oadvezh ar c'houevr hag Oadvezh an arem.
Diorren a ra an eskemmoù hag ar vetalouriezh. Ar fed ma ijiner ha ma saver stank armoù nevez evel ar c'hlezeoù, hag ar fed ma paota an c'hreñlec'hioù, a laka da soñjal e kresk ar gevezerezh etre ar strolladoù poblañs.