Ar c'hure (diwar al latin curatus) eo ar beleg katolik a zo lakaet en ur barrez gant an eskob evit skoazellañ ar person (cf. kanonioù 545-552 eus Lezenn ar gwir kanonel). Er parrezioù bras e veze gwechall meur a gure, pe kureed-skolaerien.
Kavet e vez ar ger curad e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra gant curate. Ar yezhoù latin a implij gerioù deveret eus ger vicarius : vicaire (paroissial) e galleg, vicario (parrocchiale) en italianeg, vicario (parroquial) e spagnoleg, vigário (paroquial) e portugaleg (gwelet ivez Pfarrvikar en alamaneg)[1].