Deiziad krouiñ | 630 BCE |
---|---|
Aradennad menezioù | Jebel Akhdar |
Stad | Libia |
E tiriad | Libia |
Gwerzhid-eur | UTC+02:00 |
War ribl | Mor Kreizdouar |
Daveennoù douaroniel | 32°49′0″N 21°51′0″E |
Darvoud-alc'hwez | list of World Heritage in Danger |
Statud gladel | Glad bedel |
World Heritage criteria | (ii), (iii), (vi) |
Kyrene (Κυρήνη e gresianeg), a oa ur geoded c'hresian (e Libia, hirie an deiz), an hini goshañ eo hag an hini vrasañ eus ar pemp trevadenn c'hresian a oa er vro-se, a roas hec'h anv d'ar vro penn-da-benn: Kyrenaika (Cyrenaica) implijet abaoe an Henamzer. Kêr-benn un eskobiezh gozh e oa, savet e traoñienn Djebel Akhdar.
Savet e oa bet Kyrene gant Gresianed deuet eus Thira (Enez Santorin), hervez ali diougan Delfi, dindan renerezh Aristoteles (pe Battos Iañ) war-dro -630.
Rennañ e voe ar priñselezh gant ar rouanez Battiad eus Battos Iañ betek drouklazh Arkesilas IV e -440 ha neuze diazezañ an demokratelezh. Danevellet eo bet prantad sevel ar geoded e pevare levrenn Istorioù Herodotos. Dont a reas ar vro Cyrenaica da vezañ ul lodenn eus impalaeriezh ar Btolemeed (war-dro 321 kent J.K.) ha goude se ur proviñs eus an impalaeriezh roman e 96 kent J.K.
E Kyrene e voe ganet ar skiantour Eratosthenes.