Al laikelezh[1] pe c'hoazh al likelezh[2], zo ur bennaenn disparti etre ar Stad hag ar gevredigezh foran diouzh ar gevredigezh relijiel.
E Bro-C'hall e voe disklêriet likelezh ar Stad d'an 9 a viz Kerzu 1905 dre al lezenn anvet Loi concernant la séparation des Églises et de l'État[3] gant ar pal staliañ neptuegezh ar Stad da geñver an holl kredennoù relijiel. Gant ur ster ledan e vez implijet an termeniñ-se evel patrom d'an aozadurioù, foran pe brevez, hag a vez dizalc'h diouzh ar gloer hag an Ilizoù.
Enebet e vez ar Stadoù lik ouzh ar re o deus ur relijion a Stad. Hervez ar broioù ez eo disheñnvel pennaenn an disparti etre ar Stad hag ar relijionoù hag an doare liammoù a vez staliet kenetrezo.